Kadek - Kazetenn Lise Diwan Karaez

An Esperanteg

Ludwik Zamenhof, ur medisin etrevroadelour

Evit darn vrasañ ac’hanoc’h, klevet ho peus komz eus an Esperanteg un nebeud gwechoù marteze, met n’ouzoc’h ket re petra eo. An darn vrasañ eus an amzer e vez termenet an Esperanteg evel ur yezh etrebroadel, ma n’eo ket AR yezh etrebroadel. Koulskoude, pa ‘voe embannet gant Zamenhof e 1887 yezhadur ar yezh-mañ, komzet hiriv en ur 100 bro bennak, ne ouezer ket c’hoazh e vo komzet c’hoazh eus ar yezh-se tregont vloaz goude. Setu krogomp bremañ da sellout pishoc’h ouzh an den emaon o paouez kinnig : Ludwik Lejzer Zamenhof, un oftalmologour ganet er pezh ‘oa anvet a-raok Impalaerezh Rusia. Ludwik Lejzer Zamenhof, a zo ur yuzev poloniat ganet e 1859 e kêr vihan Białystok, ur gêr bolonek hiriv lec’hiet e-kichen an harz bielorusian, hag a-raok lec’hiet er gouarnamant Grodno e Rusia.

Bez e oa eno ul liesseurted vras a yezhoù hag a orinoù, Poloned, Alamaned, Russianed, Lituanianed, hag all, hag all... Tad Zamenhof a oa rusian, ha kelenner alamaneg ha galleg, hag e vamm a oa yuzevez. Setu desavet eo en un endro liesyezhek, en e familh hag en e gêr ivez. Buan-tre e teuas da vezañ Zamenhof dedennet gant ar yezhoù met gant ur preder don diwar mont en-dro ar gevredigezh ivez. Soñjal a ra dezhañ eo an holl gudennoù eskemm etre ar poblañsoù disheñvel ha c’hellfe bezañ diskoulmet dre reiñ dezho ur yezh neutrel. Ret eo gouzout eo kreñv ar gwask er mare-se. Alies en e vugaleaj eo Zamenhof test eus senennoù feuls etre poblañsoù e gêr. Hollad an traoù-se a ra en em zedennfe Zamenhof gant ar yezhoù estren. Komz a ra rusianeg ha yiddisheg gant e familh, deskiñ a ra poloneg er straed, galleg, alamaneg ha saozneg er skol. Dezho e c’hellomp ouzhpennañ ar yezhoù “klasel” evel gresianeg, latin hag an hebraeg Barrek-tre eo e rusianeg, e yezh vamm, setu soñjal a ra un amzer bezañ skrivagner er yezh-mañ. E 1874, pa oa 15 vloaz, dilojañ a ra Zamenhof gant e dud da Varsovia. Eno ez a e lise, ha d’ar mare-se eo kroget gantañ da ijinañ e raktres yezh krouet, neutrel hag hep raksoñj ebet. E-pad e 18vet deiz-ha-bloaz, diskouez a ra evit ar wech kentañ d’e gamaladed eus al lise e yezh krouet kentañ : al Lingwe Universala, dindan stumm ur varzhoneg. A-wechoù e vez komzet eus “pre-Esperanteg” evit ar yezh-mañ. Met memes ma'z eus ur bern a boentoù boutin gant an Esperanteg dija, chom a ra c’hoazh pell dioutañ. N'hon eus nemet un nebeud roadennoù diwar-benn al Lingwe Universala, setu da skouer ar 4 gwerz gentañ : Malamikete de las nacjes, / Enebiezh ar broioù, Kadó, kadó, jam temp’ está ; / Kouez, kouez, an amzer eo; La tot’ homoze in familje / Mab Den en ur familh, Konunigare so debá. / En deus d’en em vodañ.

E 1879, e dad, ha ne gompren ket kement-se an interest da grouiñ yezhoù, a gas anezhañ da studial ar medisinerezh da Voskov, evit ma c’hellfe Zamenhof kaout ur gwir vicher. Met n’eo ket se hag a harzas anezhañ da vezañ dedennet gant ar yezhoù. Da 20 vloaz, skrivañ a reas ur yezhadur yiddisheg. An amzer-se a glot gant ar pogrom kentañ ivez : etre 1881 ha 1884, Rusia ‘zo distabil dre fazi ur cheñchamant renad. Echuiñ a ra ar politikerezh liberal gant penn kentañ ren Alexandre III, ar 14 a viz Meurzh 1881, ha kregiñ a ra ur politikerezh sokial mirour hag enep-yuzev. Ar yuzevien a zo tamallet evit an holl gudennoù a zo er vro, dreist-holl an distabilder-se, memes ma ’z int ar re gentañ o c’houzañv anezhañ. Choazet ‘vez gant ar gouarnamant politikerezh an teir zrederenn: un drederenn eus ar yuzevien o deus da cheñch relijion, un all he deus da dec’hout kuit hag an trede he deus da vervel. Ar bloaz-se, muioc’h eget 100 pogrom a darzhas er Rouantelezh rusian : ar yuzevien a zo laeret, gwallet ha drouklazhet. Ha tout-se gant asant ar gouarnamant. Goude-se, gwirioù ar yuzevien a voe strishaet hag ur bern a voe skarzhet eus ar vro.

An degouezh-mañ a lakaas Zamenhof da guitaat Moskov da vont da Varsovia, eno ‘vo kendalc’het e studioù gantañ. Memes ma Zamenhof ne oa ket o desellout anezhañ evel yuzev met evel Rusian a-raok tout, an darvoudoù-se a degasas anezhañ da gemer perzh en emsav sionistour. E-pad ar mare-se, sevel a reas en e-unan un emsav sionistour e Varsovia engouestlet kalz, met er maez eus al lezenn ivez : ar riskloù a zo bras-divent. Un nebeud amzer goude, kuitaat a reas an emsav : soñjal a ra n’eo ket posupl distreiñ da Balestinia ha ne zegas ar vroadelouriezh netra vat, o rannañ an dud e plas bodañ anezho. Dont a ra da vezañ e-kerzh ar bloavezhioù un etrebroadelour meur, betek en em zispartiañ penn-da-benn diouzh an emsav, gant piv en doa dalc’het un nebeud liammoù. Met deomp en-dro da zistro Zamenhof da Varsovia. Pa zistroas e sonjas kenderc’hel gant e raktres yezh etrevroadel. Koulskoude, a-raok ma vefe bet kuit, e dad en doa rediet anezhañ chom hep kenderc’hel gant e basion e-kerzh e studioù. Tad Zamenhof ne oa ket un den gwall lemm e spered. Setu p’emañ hor c’hrouer yezhoù yaouank o soñjal eo bet renket, prenet ha lakaet a-gostez, e skridoù e Lingwe Universala, e vamm a lavaras dezhañ eo bet devet gantañ e holl labour. Memes m’eo trist gant ar c’helou fall-mañ, tremen a ra buhan da draoù all : mennet, stagañ a ra en-dro gant e labour. Adober a ra tro pe dro e raktres kentañ gant ar pezh en deus soñj ha profitañ a ra evit gwellaat anezhañ. Ur raktres klokoc’h, met gant un anv hag a chom tost d’an hini kentañ, a zo neuze ganet : al Lingvo Universala. Krouet en deus Zamenhof ar pezh a vo goude anvet an Esperanto. Gwir eo ez eus diforc’hioù etre hini 1881 hag an hini anavezet hiriv an deiz, met an diaz a zo amañ. E 1887, Zamenhof a zimezas. Memes ma c’hell seblantout danevelligel (anecdotique), e gwirionez e vo pouezus-tre e buhez ar paotr yaouank, hag a zo bremañ 28 vloaz.

E wreg, Klara Silbernik, a zo yuzev eveltañ, hag anavezet en doa just a-walc’h anezhi en emsav sionistour pa oa studier. Leun a virvilh hag a youl, sikour a ra he gwaz en e raktres personel. He zad, e penn un uzin ha gant leun a arc’hant, a sikour hag a souten Zamenhof en e raktres etrevroadel. Nemet daou vloaz goude e vefe bet echuet e yezh, Zamenhof a zeuas a-benn da embann dornlevrioù eus ar yezh e rusian. Buan a-walc’h, e voe versionoù all embannet, en o zouez anezho unan e galleg. Anvet eo gantañ e grouadur : “Yezh etrebroadel”, gant an anv “Doktoro Esperanto”, an Doktor hag a spi, evit derc’hel e vrud medisin. An anv-se a vo goude an hini hag a roio e anv d’ar yezh e-unan : Esperanto. Ur wech an esperanteg embannet e kreskas e ferzh, ha dont a zeuio da vezañ ar yezh krouet anavezetañ eus ar bed.